Nazisploitation

Skritell ar film Ilsa – She wolf of the SS (1975)

An nazisploitation, nazi exploitation pe nazi porn zo un doare filmoù kemmesk etre filmoù istorel, filkmoù spont ha filmoù erotek, ma weler nazied o jahinañ tud en un doare kriz, revel alies, e kampoù-bac'h, toulloù-bac'h pe c'hoazh fouzhlec'hioù. Istorioù damheñvel a gaver e darn eus ar filmoù-se : merc'hed bac'het, raloc'h a wezh reoù o labourat e fouzhlec'hioù nazi, a vez jahinet ha mac'hagnet pe lazhet en un doare gwadus (gore e saozneg).

Ar film brudetañ en doare-se a voe savet e Kanada : Ilsa, She Wolf of the SS a oa bet embannet e 1975[1]. Gwerzhet mat e voe betek dont da vezañ un heuliad filmoù. Ur wech gwelet e oa bet rastellet kalz arc'hant gant Ilsa evit ur priz sevel marc'had-mat e voe adkemeret an doare filmoù-se, en Italia dreist-holl. Daoust ma chome an heuliad filmoù Ilsa unan a zegase arc'hant, an degadoù all bet savet war ar patrom-se a voe c'hwitadennoù arc'hantel. Betek kreiz ar bloavezhioù 1980 e voe produet an doare filmoù-se a-raok mont da get.

  1. IMDb

© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search